| 
 
 Paroles de Ken pell zo da c'hortozNe weler ket ho pried aman ken'balamour da betra 'ma Ket ganeoc'h er ger
 Ken pell zo da c'hortoz-
 Trist eo ma deiziou ha goullo ma zi
 Rak ma fried zo bet lakaet 'barzh an toullbac'h
 Ken pell zo da c'hortoz
 
 Lakaet en tooullbac'h du-hont e Paris
 Evel ar c'hangsterien hag al lazherien kriz
 Ken pell zo da c'hortoz
 Gant gwarded ganas dalc'het eo er c'hloz
 Hep ma ouife perak, hep ma vefe barnet
 Ken pell zo da c'hortoz
 
 Selaouit oll ta tud a Vreizh-Izel
 Ho pugale a vo kasset kuit eveltan
 Ken pell zo da c'hortoz
 Kasset d'ur vro pell en abeg d'ho yezh
 Rak bezan ur Breizhad vo un torfed arc'hoazh
 Ken pell zo da c'hortoz
 
 Selaouit oll ta ar pezh a laran
 C'hwi a welo un deiz en un emgann spontus
 Ken pell zo da c'hortoz
 Arme an tri-liw o lazhan evned
 Rak "les petits salauds ne chantent pas en français"
 Ken pell zo da c'hortoz
 
 Ha chom a refet daoulinet dalc'hmad
 O c'hortoz ar gontell 'vel ma ra an danvad
 Ken pell zo da c'hortoz
 Pe neuze e giz al laboused gouez
 E kanfet en ho yezh hep goulenn an aotre
 Ken pell zo da c'hortoz.
 |           
|  |  | Connectés :    0 membres et 416  visiteurs |  |  |   
 |